An de Havilland DH/98 Mosquito (“moustik”), lesanvet "Mossie", a oa un nijerez vrezel liesperzh eus Breizh-Veur. Implijet eo bet dreist-holl da nijerez emgann-ha-bombezañ e-kerzh an Eil Brezel-bed ha war-lerc'h, gant ar Royal Air Force, ha gant meur a aerlu all. Lesanvet e oa ivez "the wooden wonder" (ar marzh koad), pe c'hoazh "the timber terror" (ar spont prenn) abalamour ma oa efedus-kenañ, ha dre ma oa ur c'harr-nij savet e prenn — ar pezh a oa divoas-krenn d'an ampoent hag aet e-maez a c'hiz — diaes da welet dre-se gant ur radar war ar marc'had, hag unan eus nijerezioù primañ hec'h amzer. Daou zen a veze e-bourzh, ul levier hag ul loman-bombezer. Al Luftwaffe a glasko dreveziñ ar c'harr-nij-se gant o Focke-Wulf Ta 154 Moskito.